Dizoloadenn ar vicher wenaner(ez)

An 11 a viz Here, Enora Henry, ur werzherez dafar evit ar wenanerien, a zo deuet er skolaj. Kinniget eo bet ur c’hoari deomp diwar-benn bed ar gwenan. Ifig, deus ar radio Arvorig fm, a zo deuet ivez da atersiñ ac’hanomp.

He buhez : ar gwenan

Enora Henry a labour er stal Bretagne apiculture lec’hiet e Daoulas. Gwerzhet e vez enno dafar evit ar wenanerien. Kroget he deus da labourat er stal 2 vloaz zo goude bezañ bet graet studioù mererezh ha lojistik. Ar pal a zo ganti, benn bloaz, adkemer ar stal hag a zo dalc’het evit ar mare gant he c’herent.

Ur c’hoari evit deskiñ

Evit displegañ ar vicher gwenaner deomp, savet eo bet gant Enora Henry hag Itron Le Gratiet ur c’hoari evit deskiñ hiroc’h diwar-benn ar gwenan d’un doare dudius. Ret e oa fiñval e pep lec’h er skolaj evit klask titouroù ha respont d’ar goulennoù. Heuliet e veze hent ar mel : ar gwenan, ar ruskenn, ar vleuniadur, an dastum mel hag ar vicher gwenaner.

Ur sapre vicher

Desket eo bet ur bern traoù ganeomp. Ha gouzout a rit ? Ur gwenaner en deus da gaout d’an nebeutañ 200 ruskenn evit bezañ a-vicher. Etre 40 00 ha 60 000 gwenan a vez kavet e-barzh ur ruskenn. Dilhad ispisial a zo da gaout. Arabat bezañ flemmet ! Ostilhoù a zo ivez : an distager frammoù pe c’hoazh ar mogeder da sioulaat ar gwenan. Kavet e vez meloù disheñvel hervez ar bleunioù.

Plijus eo bet an div eurvezh-mañ rak tro hon eus bet da zeskiñ ur bern traoù gant ar c’hoari ha tañvet hon eus ivez ar mel. Pegen lipous e oa ! Trugarez Enora Henry !

Skolajidi divyezhek 4re ha 3de skolaj Ker al lann.

Le 11 Octobre dernier, Enora Henry est venue au collège de Kerallan présenter aux élèves de la filière bilingue bretonne (4es et 3es) le métier d’apiculteur sous forme de jeu. Les élèves se déplaçaient par équipe dans le collège et découvraient différents thèmes associés au métier : les abeilles, la ruche, la pollinisation, la récolte… Un temps d’échange à ensuite eu lieu, l’occasion pour les élèves de poser des questions et de goûter le miel avec grand plaisir. Au cour de ces deux heures de découverte, Ifig de la radio Arvorig fm en a profité pour enregistrer une émission qui sera disponible en podcast très prochainement.

2skrid blog ar skolaj.odt