Pennadoù ar re 6vet, 4re ha 3vet !

Da vro Saoz ha Bro-Gembre ! (Beaj ar re 3de, miz C’hwevrer 2026) En route pour l’Angleterre et le Pays de Galles (Voyage des 3e, février 2026)

En français, plus bas

E Miz C’hwevrer 2026, ar re 3de eus ar skolaj Kêr-al-Lann zo aet da veajiñ en tu all da Vor Breizh, lennomp ar journal o deus savet ar re zivyezhek zo bet eno :

LUN

Dilestradeg. D’an deiz-se e oamp erruet gant ar vag, goude un dreizhadenn war-vor hag en em staliet omp e ti ar familhoù a loje ac’hanomp.

MEURZH

D’ar Meurzh mintin, gweladennet hon eus kêr Liverpool ha baleet hon eus kalz. Goude merenn e oamp e sportva Anfiled. Eno hon eus gwelet kalz a draoù evel dilhad ar c’hoarierien.

MERC’HER

Kroget e oa an devezh gant un hentad karr-boutin a badas teir eurvezh hag erruet e oamp e kastell Caernarfon. Gweladennet hon eus hennezh e-pad un eurvezh hanter a-raok kaout un amzer vak. D’an deiz-se hon eus debret war ar reier tost eus ar mor. Goude merenn, ur gerzhadenn pemp kilometrad hon eus graet er vro a-raok distreiñ d’ar gêr ma oamp lojet.

YAOU

D’ar Yaou mintin e oamp aet da Chester evit ober ur c’hoari klask-ha-tap hag emlerc’hiañ. Er mod-se hon eus dizoloet ar gêr. Goude ar prantad-se e voe roet un amzer vak deomp a-benn debriñ. War-lerc’h ar verenn e oamp aet da virdi ar strollad The Beatles e Liverpool hag echuet hon eus an devezh gant un amzer evit kenderc’hel da weladenniñ ar gêr-se hag ober tro ar stalioù.

GWENER

D’an deiz-se, bet omp bet e Bro-Gembre evit gweladenniñ min Big Pit peogwir eo arouezius eus ar produiñ glaou eno. Debret hon eus ar « pack lunch » roet gant ar familhoù. Goude bezañ merennet omp bet e Portsmouth evit kemer ar vag en-dro.

(Ambre, Angela, Anna, Awen, Élisa, Émilie B., Émilie G., Erell, Lilou)

********************************************************************************

En février 2026, les élèves de troisième du collège de Kerallan ont fait un voyage au-delà de la Manche. Voici le journal que ces élèves bilingues ont fait de cette excursion :

LUNDI

Arrivée. Ce jour-là, nous sommes arrivés en bateau après une traversée et nous nous sommes installés chez les familles qui nous ont accueillis.

MARDI

Mardi matin, nous avons visité Liverpool et beaucoup marché. L’après-midi, nous étions au stade d’Anfield. Nous y avons vu les habits de joueurs, entre autres.

MERCREDI

La journée a commencé par une promenade en car de trois heures jusqu’au château de Caernarfon. Nous l’avons visité pendant une heure et demie avant d’avoir du temps libre. Nous avons déjeuné sur les rochers près de la mer. Après le déjeuner, nous avons fait une randonnée de cinq kilomètres dans la campagne, avant de rentrer dans la ville où nous logions. JEUDI

Jeudi matin, nous sommes allés à Chester pour un jeu de piste. C’est ainsi que nous avons découvert la ville. Après cette pause, nous avons déjeuné. L’après-midi, nous avons visité le musée des Beatles à Liverpool et avons terminé la journée en profitant de temps libre pour explorer la ville et flâner dans les boutiques.

VENDREDI

Ce jour-là, nous sommes allés au Pays de Galles visiter la mine de Big Pit, emblématique de la production de charbon dans cette région. Nous avons déjeuné avec le panier-repas préparé par les familles. Après le déjeuner, nous sommes allés à Portsmouth pour prendre le ferry du retour.

Ur sizhunvezh er menezioù gant ar re 4re eus skolaj Kêr-al-Lann (Miz Genver 2026) Une semaine à la montagne pour les 4e du collège Kerallan (Janvier 2026)

En français, plus bas :

E-pad ur sizhunvezh, eus ar 26 betek an 30 a viz Genver e voe skolajidi divyezhek ar skolaj Kêr-al-Lann, eus al live 4re, er menezioù gant o c’helennerien a-benn deskiñ skiañ, ober sportoù goañv ha bevañ e mod ar menezioù ha setu penaos e tezrevellont ar prantad plijus-se :

« D’al Lun, ni hon eus skiet gant ar skipailh goude bezañ kemeret hon aferioù. Goude merenn, ni hon eus graet c’hoarioù a-stroll. D’ar Meurzh ha d’ar Merc’her, betek kreisteiz, graet hon eus ski adarre. Goude hon eus debret kouskous hag aet omp da c’hoari e kêr. An amzer a oa brav.

D’ar Yaou, goude bezañ skiet ha debret merenn, ni zo aet gant ar c’hlasad d’ober tro ar stalioù er gêriadenn evit prenañ traoù a-benn derc’hel soñj eus ar veaj-se. Goude, graet hon eus kizeladurioù erc’h ha studiet hon eus tro-war-dro. C’hoariet hon eus an « Den-bleiz » a- raok kousket.

D’ar Gwener, dihunet omp bet gant ar vignoned ha bet omp da skiañ e-pad teir eurvezh gant ar skipailh. Goude merenn e oamp strolladoù melen, gwer ha glas ha skiet hon eus war ar roudenn c’hlas « Ar Marmotte ».

En noz diwezhañ hon eus graet hor sac’h ha kemeret ar c’harr-boutin evit distreiñ da Blouzane. »

********************************************************************************

Durant une semaine, du 26 au 30 janvier, les élèves bilingues du collège Kerallan, du niveau 4e, sont allés à la montagne avec leurs professeurs pour apprendre à skier, pratiquer des sports d’hiver et vivre en montagne :

« Lundi, nous avons skié avec l’équipe après avoir récupéré nos affaires. Après le déjeuner, nous avons joué ensemble. Mardi et mercredi, jusqu’à midi, nous avons skié à nouveau. Ensuite, nous avons mangé du couscous et sommes allés jouer en ville. Il faisait beau.

Jeudi, après le ski et le déjeuner, nous sommes allés avec la classe faire le tour des boutiques du village pour acheter des souvenirs. Ensuite, nous avons fait des sculptures de neige et nous avons étudié les environs. Nous avons joué au « Loup-garou » avant d’aller dormir.

Vendredi, nous nous sommes réveillés avec des amis et avons skié pendant trois heures avec l’équipe. Après le déjeuner, nous avons été répartis en groupes jaune, vert et bleu et avons skié sur la piste bleue « La Marmotte ».

Pour notre dernière soirée, nous avons fait nos valises et pris le bus pour rentrer à Plouzané. »

Donemat er skolaj ! Devezh ar re 6vet e Konk-Leon, d’an 12 a viz Gwengolo 2026

Bienvenue au collège ! Journée d’intégration des 6e au Conquet, le 12 septembre 2026

D’ar Gwener 12 a viz Gwengolo e voe aozet un devezh studi-ha-dudi gant ar re 6vet e Konk-Leon. Sed un nebeud testenioù diwar-benn an devezh-se, merket gant an ekologiezh, sevenadur Breizh, dizoleiñ ar skolaj, a-berzh ar skolajidi :

« Ar pal a oa klask al lec’hioù war ar gartenn ha respont da gevrinoù. Evel-se hon eus dizoloet Konk-Leon en ur c’hoari. Brav e oa. Labouret hon eus hon-unan » (Tessa ha Madenn)

« Gweladennet hon eus an SNSM. Da gentañ e vez gwelet an dafar. Goude se e vez gwelet ar vag orañjez anvet « La Louve » hag ur vag mod zodiak. Ni hon eus kavet se plijus. » (Ambre hag Irène)

« E-pad an devezh, ni hon eus graet saozneg, sonerezh hag arzoù kaer e Kêrmorvan, ivez. » (Adrien ha Lenny)

« E ria Konk-Leon, ni hon eus dastumet al lastez. Kavet hon eus neud, seier plastek, tammoù gwer, ur gasketenn, houarn, ur volotenn. Tout al lastez a rae 137kg. Ni hon eus kavet se plijus. » (Léa hag Annaëlle)

« E Konk-Leon hon eus desket ar ger « beleg ». Sellet hon eus an daolenn relijiel eus Dom Mikael an Nobletz. Ni hon eus sellet ar gwerennoù livet . » (Wendy ha Gabrielle)

« Kroget hon eus Land Art e-barzh ar ria. Implijet hon eus follennoù, ar c’hoad, ar vein hag an traezh. Ur c’hizelladur brav hon eus kroget. » (Gabriel hag Armand)

« Demat, ni zo bet d’an atalier « plantennoù eus an tevenn » e Konk-Leon war an draezhenn evit ober SVD gant an aotrou Biannic ha gwelet hon eus plantennoù a c’hell bezañ debret. Graet hon eus poelladennoù. » (Yaël ha Matilin)

« Ni hon eus debret war al leur, da lâret eo chips, bara pok-ha-pok gant gwastilli. Debret hon eus tout asambles. » (Aidan ha Sacha)

« Pourmenadenn war gourenez Kêrmorvan. Ni hon eus gwelet an tour-tan. Desket hon eus diwar-benn ar ragistor gant ur peulvan. Kerzhet hon eus war ar gourenez. » (Alan ha Louis)

Documents à télécharger

Revenir en haut